Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/109

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 100 —

beleien karget ganthan da brezeg e peb leac’h hag e peb amzer. Mes, gant piou bennag e ve taolet enn douar, ann had a zo komsou Doue, semen est verbum Dei, hag ar greun, o veza euz ann dibab, a dlefe rei eunn eost pinvidik. Koulzgoude ne ra ket ato siouaz, abalamour ne gav ket digemer mad enn holl galounou. Pevar rumm zo, eme Hor Zalver, euz ar re a glev komsou Doue.

Darn a zeu d’ho zelaou, pe evit tremen ann amzer, pe evit guelet hag hen a zo ar prezeger eunn den helavar ha gouiziek, mes, heb c’hoant ebet da heulia ar c’henteliou roet d’ezho. Henvel ouz eunn hent braz a c’hell pep unan bale dreizhan, ho c’haloun a zo digor da holl c’hoariellou ha follenteziou ar bed. Penaoz ne ve ket flastret gantho ann had euz komsou Doue ? Mes, ha pa jomfe eunn nebeut greun enn ho fez, abarz diouan, ar re-ze a c’houlenn beza goloet, o taoler pled outho dre eur zonj vad bennag ; hag ann