Mes, evel ma vez, er guella douarou, goloet ha mouget ann ed gant ar spern hag ann drez pa ne zeuer aliez d’ho zroc’ha pe d’ho displanta, er memez tra, ive ann eost savet dija enn ene kristen var ann had binniget euz komsou Doue a ia buhan da goll, m’ar bezer re stag ouz madou hag ebatou ann douar. Hogen, sevel ha kreski a ra bepred al louzeier-ma ennomp, ha ret eo beza aketuz d’ho c’hrenna. Ar rumm dud a gomzer anezho ama a zo bet lezirek d’al labour-ze. Rak-ze, frouez ebet ne zougont mui eged ar re all.
Darn all, erfin, a zo henvel ouz ann douar mad a ro eost kaer ha founnuz rak ma’z euz kemeret poan ha mizou ganthan. Ar re-ze eo ar guir gristenien a zelaou komsou Doue gant guir volontez d’ho lakaat da dalvoud. O tistrei aliez var ar c’henteliou o deuz klevet e teuont da c’holo ann had evit rei nerz d’he c’hriziou hag her c’huzat ouz peb ene-