Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/105

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 96 —

pouez e paeo Doue hon oberou. Euz ar goasa torfetour, eur guir glac’har d’he bec’hejou hag eur garantez tener evit Jezuz a rai, enn eunn taol, eur zant braz, evel a c’hoarvezaz gant Madalen hag al laer deou. Evel-se e teu da wir ar gomz-ma euz ann Aviel : erunt novissimi primi, et primi, novissimi. Ar re genta a ziguezo varlerc’h, hag ar re ziveza, er penn araok. Daoust da gement-ze avad, hini ebet euz ar zent n’en em glemmo o kemeret ar plas merket d’ezhan e rouantelez ann Env. Holl, er c’hountrol, e lavarint mil bennoz da Zoue.

Evesait piz ouz ar gentel-ma, kristenien, ha guelit var be gount emaoc’h gant ho silvidigez. Pegeit bennag a ve ma’z oc’h krog el labour, n’hen dilezit ket, rak ne vezo paeët nemed neb a gendalc’ho bete ’r maro. Ha ma vec’h chomet bete vrema da goll hoc’h amzer labourit pelloc’h ha labourit kalounek evit ma vezo skeduz ho kurunenn. Evel-se-bezet-great.