Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/106

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 97 —





SUL AR SEKSAJEZIM
(Sant Lukas, Chab. viii.)


————


D’ar mare-ze, evel mac’h en em zastume eleiz a dud ha roa tiredent, beteg euz ar c’heariou davethan, Jezuz a gomsaz dre eur barabolenn : Ann hader a ieaz da hada be chreun ; hag epad m’edo oc’h hada, darn euz ann had a guezaz var ann hent hag a oue flastret, ha laboused ann env hen debraz. Darn all a guezaz var ar vein, hag a veac’h diouanet e tizec’haz, rak n’oa ket leiz enn dro dezhan. Darn all a guezaz etouez ar spern, hag, o poulza da heul ann ed, ar re-ma her mougaz. Darn all a guezaz enn douar mad, ha pa oue deuet ar greun a roaz kant evit unan. O lavaret ann traou-ze e save he vouez :

Klevet, emezhan, neb en deuz dious-

7