Eur skuer vad lakeat dirag hon daoulagad, eur brezegenn a glevomp, eur zonj santel a zigas enn hor spered, eur rebech a ra d’eomp hor c’houstianz, setu mouez hon tad o komz ouzomp.
Pet guech en deuz dija hor galvet, ha pegeit zo e reomp skouarn vouzar ? Pelloc’h ema tost d’ar c’hus-heol evit darn ac’hanomp. Diblasomp eta ha stagomp buhan d’al labour. Pegen berr bennag e ve ann amzer a jomm ganeomp hiviziken, ma poaniomp a zoare, ni or bezo ive euruzdet ar baradoz, ann diner-ze a roi d’ar re o devezo tremenet ho buez holl enn he zervich. E c’helfemp memez kaout hueloc’h plas ha kaeroc’h kurunen egetho. Rak goude ma’z afec’h enn hent divezatoc’h eged eunn all, ez eoc’h enn he raok ma lakit tiz aoualc’h. Evit beza deuet mintin d’al labour, ne reer ket ato eunn dervez kaer, ha meur a hini dre aket ha gouiziegez a c’hounezo muioc’h e hanter amzer. N’eo ket dioc’h hed, mes dioc’h