Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/103

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 94 —

labouromp kalounek, Doue a roi d’eomp eunn diner, euruzdet ar baradoz. Mes, evel pa gafent re zister ann digoll-ze, eur c’halz tud a jomm dibreder neat, nemed guelloc’h e ve gantho zoken en em lakaat e servich ar bed hag ann diaoul. D’he dro ive ann Tad a famill a c’helfe ho dilezel, rak n’en deuz ezomm ebet anezho. Enn he blas, a dra zûr, d’ar micherour a oue fae ganthan ho selaou pa’z eac’h d’he c’houlenn, c’hui a drofe kein pa zeui d’ho kaout, dreist holl m’ar d’eo tost d’ar pardaez hag hen dija dic’halloud ; hag o rei labour ha pae d’ann den-ze e tiskuesfec’h ar vrasa madelez.

Ann Aotrou Doue a ra kaeroc’h enn hor c’henver. Ne c’hortoz ket ez afemp d’he gaout ; he unan e teu, da deir, c’huec’h, nao hag unneg heur, da c’houzout eo, e peb mare euz hor buez, d’hor c’hlask var ann dachenn e kreiz hon ebatou hag hor pec’hejou marteze. Ia he drugarez a zo bepred ouz hor gervel.