Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/87

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 71 —

evel pa na vije nemet eun den en dachen vraz-ze.

Ar prezeger en deus digoret he brezegen en eur lacat e kem ar bardonerien a voa eno gant ar bobl a Israel deut da veuli ha da drugarecat Judith goude m’e devoa dibennet ar brezelecaer braz, an den criz Holofernez. Mari e deus great mil guech muioc’h evidomp eget n’e devoa great ar brinsez-ze evit pobl Doue. Ne devoa great nemet tenna divarnezho ar sclavach pe ar maro, maro ar c’horf epken, ha Mari e deus flastret he benn d’an aerouant ha roetdeomp eur Zalver en deus tennet divarnomp ar maro eternel.

Leac’h o deuz eta ar gristenien vad da ziredet d’ar plasou Santel evel Rumengoll da veuli ho rouanez, d’he zrugarecat, da c’houlen he zicour. Izom on eus sicour digant mignonet Doue, ha piou en deus gallout dirak Doue evel ar Verc’hez ? Piou a vezo silaouet gant Jesus ma na vez ket he vam Santel ?

Mam Doue ! Piou a oufe compren pe gen huel eo savet Mari o tont da veza mam da Zoue ? An lliz, er guel a gementse, e deuz evel aoun o pidi ar rouanez vraz-ze, hag araog he meuli, e c’houlen he otre. Dignare me laudare te, virgo sacrata. Ne allomp-ni ket lavaret anezhi ar pez a lavare S. Paul euz a Jesus-Christ, evel den hueloc’h eget an oll ælez : Petra eo an ælez ? Cannadet. — Da behini anezho en deus biscoas lavaret Doue an Tad : c’hui eo va map ? — Da behini ive eus ar sperejou euruz en deus lavaret Doue an Tad evel d’ar Verc’hez : C’hui eo va merc’h ; Jesus-Christ : c’hui eo va mam ; ar Speret Santel : c’hui eo va fried ?

Hogen bez’ez eus lec’hiou Santel, hag eno an otre da bidi ha da veuli mam Doue a so roet ganthi he