Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/88

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 72 —

unan dre ar burzudou e deus great enho, dre ar grasou a ro enho dalc’h mad. Dre ar burzudou hag ar grasou-ze e c’half he oll bugale da zont di. Rak Mari oc’h penn ma’z eo mam Doue a zo ive hor mam. Diskuezet e deuz e meur a c’hiz ha meur a vech e carie ar Frans, e carie Breiz-Izel. E Frans eo e deus bet ar vadelez d’en em ziskuez an teir vech diveza ma’z eo bet guelet var an douar, var meneziou ar Salet e Lourd hag e Pont-Mean.

Ar Vretoned a dlefe derc’hel sonch mad euz eur gourdrous great var menez Salet gant mam Doue d’hor bro, euz eur gentel roet deomp hag a dlefemp da heuilla ep manc. Lavaret e deuz e voa al leoudouet hag al labourou da zul eo a entane coler Doue a enep hor bro. Na ancounac’haomp eta morse ar gentel, ar gourdrouz-ze deut euz an Env.

Ar prezeger en deus goudeze roet eun ali bennak d’ar bardonerien. Meulet en deuz ho feiz hag ho devosion a velet eno ker beo ; ho aliet en deus da lacat ato da dregarni meneziou ha traoniennou Kerne kercoulz ha plenennou Leon dre ar c’han a ganticou ha meuleudiou ar Verc’hez, da zont da velet an Itron Varia remed oll, mes ato gant devosion, ha da vont en dro d’ar gaer en eur veuli ho mam vad evel ma voant deut en eur he fidi.


Setu ama unan bennak euz ar grasou resevet e Rumengoll :

Aotrou Person Rumengoll a scrif :

« Ne roan ket, emezhan, ar pez a vercan, evit burzudou ; ho c’hemeret a heller avad evit grasou bras deut dre zaouarn ar Verc’hez, ha cridi a c’heller eo hi e deus tennet anezho digant he map evit ar re o deus bet anezho. »

Setu eno ive petra zonjomp o verca ar pareou