Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/86

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 70 —

brosesion. Eur park braz a zo eno, tri pe bevar dervez arad dindanha, hag en dro dezhan ez eus great eur vali gaer ha ledan. Hogen bez’e voa eno tud avoalc’h evit carga ar vali-ze evel eur chapeled en dro d’ar park, hag an anter euz an dud-ze a ioa pardonerien, eur pilet coar var elum gantho en ho dorn. Da noz an tour a voa goulaouet hag ive an tiez er bourg, ha ker sklear e voa evel e creiz an deiz. Meur a vil den a ioa eno ha n’o deus bet ken guele nemet al leton, hag evit-se n’eus ket bet an distera dizurs. Epad an noz n’oar ket eanet da gana canticou en henor da Itron Varia Rumengoll. Eun dudi oa clevet ar c’hanaouennou-ze e pep corn tro var dro d’an ilis brudet-ze. Ar re n’o devoa ket a vouez da gana, a glevet o lavaret ar chapeled pe ar rozera a vouez huel.

Ar bardonerien a voa bet eno o tremen an noz, hag ar re a voa digouezet dioc’h ar mintin, a voa en em dennet evit an darn vuia goude beza clevet an oferen ha great ho fedennou. Hogen kement-se ne vire ket na voa tud avoalc’h evit an oferen bred. Ar parc eleac’h ma caner an oferen, hag a zo da nebeuta daou zervez arat dindanha, an hent ledan a so tro var dro d’ar park-ze, an dachen a so etre ar park-ze hag an iliz, an tu euz ar vered a zell oc’h ar park, an oll gleuziou tro vardro, ha beteg ar guez a ioa ker carget a dud, ma ne velet nemet pennou, ha ma voa red mad da bephini chom eleac’h ma voa rak ne allet mui na mont na dont. Ar bobl a ioa eno a ioa evel eur mor.

Ne gredan ket ec’h alfet caout netra caeroc’h, netra hag a ziscouesse guelloc’h feiz eur bobl christen, evit guelet eur mor a dud evelse o clevet an oferen canet gant solanite, o silaou eur brezegen gant ar brasa evesdet, ep finval, ep an distera trouz,