Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/57

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 41 —

An durzunel en em gaf neuze, ha mantret o velet ar stad paour euz ar bugel nevez ganet, en em laca da hirvoudi, da gana eur zon ken truezus ma voa dare an oll da vouela oc’h he c’hlevet.

Setu an eostig (rosignol) o tont hag oc’h en em lacat da damal an durzunel : « Ne ket soniou truezus, glac’harus, canvaüz eo a ranker da gaout elec’h ma’z eus poan ha paourentez. Clascomp hor c’hanaouennou caera ha gaea, ar c’hanaouennou a zigas laouenedigez e calon ar re ho c’hleo. » Neuze en em laca da zistaga ar c’haera kanaouen en doa canet biscoas, da denna euz he c’houzoug an dudiusa soniou gant pere labous en deus biscoas laket da dregarni an traoniennou, ar meziou har ar c’hoajou. Cas ha digas a rea he vouez, guech huel, guech izel, guech gros, guech moan ; an oll a jome souezet d’he silaou : an oll a zride gant plijadur ; ar Mabik Jesus he unan a vusc’hoarze, hag ar Verc’hez santel pehini bete neuze ne doa ket distroet he lagad divar he map benniget, a zavaz he fenn da velet var be scour e voa en em laket an eostik da vuzicat.

Pa en devoa an eostik canet eur c’houblat hir ha dudius, ar pabor a lavaraz : Eanit, n’en em scuizit ket re. Ni, an eostik-bail ha me, hag an drascl, hag ar voualc’h, ha cals labouset all a zo ama, ni a ia da ziscana ouzoc’h, ha mar her c’havit mad, ni a gano evelse bep eil ; ha setu ar pez a rejont epad an nosvez eurus-ze.

Hogen bevech ma c’hechue an eostig he goublat, an alc’hoeder a zave en ear. Ne gave ket dezhi e vije deut labouset avoalc’h ; ne gave ket dezi zoken marteze e vije deut Ælez avoalc’h euz an Env, hag e lavare en eur zevel : pell, pell, pell e chomit ! hag en eur zisken e lavare adarre : deuit, deuit, deuit !

Etre daou an ouad, ar c’hrag-ouad ha meur a la-