Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/56

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 40 —

cre avoalc’h evit mont da bardona da Rumengol ; ha goudeze eo eat d’ar gouent evel m’e doa en em voestlet da vont. Mikeal a zo demezet da verc’h an hini ma laboure dezan. Laouik so er maner e servich an itron Kerivaz. N’eus mui gant an intanvez nemet ar verc’h iaouanca pehini so en oad da ober he fasc er bloa-ma, hag a so ive brema bras avoalc’h evit mont gant he mam d’ar Pelgent. Setu penaus e coez bennoz an env var an tiez eleac’h ma zeus doujans Doue, var eur vam hag a boagn da rei eur gelennadurez kristen d’he bugale.

————


Al laboused o renta ho dever d’ar mabik Jesus.
————

Ervez eur barz euz an amzer goz, an nosvez ma voue ganet mab Doue e craou Betleem, Ælez, var ho diouaskel alaouret, a ziskenne euz an Env da renta henor d’ho mestr mad en em c’hreat den. Al labouset ive a nije hag a c’hournije dre’n ear evit dont da renta ho dever d’ar bugel divin. Pephini a gane he zon azioc’h ar c’havel paour eleac’h ma voa gourvezet Roue an Env goloet gant truillou. Ar guennili a iea hag a zeue, hag a lavare en ho iez : « Pebez toen fall ! pebez craou dirapar ! Bugel paour ! bugel coant, na c’hui zo trist ho toare var ar plouz-ze ! List ac’hanomp, ni voar mansonat, ni zavo deoc’h eul lochen goudouroc’h evit ho craou ! »

Ar glujuri a zigouez hag a lavar : O bugel kez na c’hui a dle caout riou, annoet, aze ! Ni zo tomder ganeomp. List ac’hanomp da c’hluja varnoc’h hag e tomimp deoc’h hoc’h izili.