Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/58

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 42 —

bous all a ioa eno ha ne vouient ket cana, en em gleve etrezho da vont da ginnigen ho flun d’ar Mabik bihan da lacat dindanha hag en dro dezhan, evit ma vije souploc’h dezhan ha tomoc’h. Al Laouenan en em ginnige da denna drein, gant he vegik moan, mar daje morse drean ebet e troad ar bugel divin-ze, hag ar boc’h-ruz da zec’ha ar goad gant he vruched. — En eur ger pephini euz al labouset a c’houlenne renta d’an Doue Salver ar zervich a elle. — Hag ar c’hristen ive, ep mar, ne lezo ket da dremen nos caer Nedelec ep kinnigen d’ar Mabic Jesus ar pez en deuz a vella, da lavaret eo he galon, eur galon leun a garantez evithan.

————


Eur burzud great gant ar mabik Jesus
————

Ouspen ar burzudou great gant hor Zalver ha merket en Aviel ; etouez ar c’hredennou devod euz ar bobl a Judee e comzer euz a veur a vurzud all great ganthan adalek ma teuas var an douar. Setu ama unan anezho.

En nosvez ma voue ganet Salver ar bed, ha ma zeaz ar bastored d’he adori er c’hraou a Vethlehem eleao’h ma cafjont ar bugel divin astennet var eun dornat colo, o crena gant ar riou, ez oa eur pennad ac’hano, en eul lochen dister, eur vam iaouank, caer evel Rachel, azezet e kichen an tan, ganthi var he barlen he map kenta ganet, hag hen tome o clask he lacat da gousket. Sellet a rea oc’h an elik-ze coant evel eur rozen en devoa neuze pemp bloas. Mes ar bugel coant-ze, hanvet Nephtali, a ioa deut