Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/498

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 482 —

larcoc’h ma na bromete rei dezho eul loden euz ar gobr a dlie ar roue da rei dezhan. Goude chipotal eun nebeut, e roaz he c’her da rei dezho an drederen euz ar pez en divije.

Digouezet e dor an ti, e voue dalc’het adarre a za gant mevellou ha mitizien. Red e voue ober eur marc’had all, ha prometi eun drederen all d’ar re-ma.

Neuze e c’hellas mont bete dor cambr ar roue. Hogen ama ar botred a gambr a c’houlenne ive ma vije goalc’het ho daouarn dezho. Kement ha ker bian ma voue red d’ar barz kez prometi an drederen diveza, en hevelep doare ma vije red dezhan rei oll ar pez en divije ha ne chomje ganthan he unan nemet an henor.

Erfin e c’hellaz ar barz mont beteg ar prins, hag o veza resevet urs da lenn he verziou, en em lakeas d’ho distaga a zoare. Hogen dre ma zea e chenche geriou, e chenche pennadou guerz. Eleac’h geriou a veuleudi e lakea geriou all hag a daole dismegans var ar roue. Ar prins a ieas kement a zroug enhan ma c’hourc’hemennas rei cant taol baz d’ar barz evit recompans. Ar barz en em daolas d’an daoulin dirag ar roue :

— Va frins, emezhan, m’o pefe ar vadelez da c’hourc’hemenn rei c’huec’hugent taol baz din eleac’h cant ?

— Perag, eme ar roue souezet ?

— Abalamour ma em eus va recompans da ranna etre tri rum, hag e vezo esoc’h cals d’in ober va rann, em bezo daouugent da rei da bep rum.

Neuze en em lakeas da gonta d’ar roue ar marc’hajou a ioa bet red dezhan da ober araok dont beteg enhan.

— Oh ! mar d’eo evelse eo, eme’r prins, lakeomp tri c’hant ; eur c’hant da bep rum ne ket re, ha var