Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/499

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 483 —

an tom e lakeas rei eur zaeat taoliou baz d’he botred a gambr, d’ar zervicherien a zioualle dor an ti ha d’ar gardou a zioualle an or bors.

Neuze ar barz a lennaz he verziou evel ma en doa ho scrivet, hag ar prins, goude an tam plijadur en doa bet, a baeas drus dezhan ar meuleudiou en doa laket var baper.

An dra-ma zo digouezet pell zo ; hogen, evel a velit, hed ar vech eo bet ar c’his gant ar re zo en dro d’ar brinsed, en dro d’ar re vras, da ober ho bloue divar goust ar re o deuz izom euz ho mestr ; ha bep en amzer en em gaf eun den ijinuz avoalc’h evit rei kentel dezho.

————


An den hag ar c’hoanen.
————

Pep tra a zo fouge var an douar, eme ar fur Salomon. Ar fouge a gaver e kement rum grouadurien en deus buez er bed-ma. Goulennit digant kement rum loened zo en ear, er mor ha var an douar, ha pep rum anezho a lavaro deoc’h ez int ar re genta euz a gement zo bet crouet gant Doue. An den he unan, daoust d’he speret, ha marteze dre ma en deus speret, a bouls c’hoaz ar fouge larcoc’h eget ar grouadurien all.

Eun den deut var an oad, eun den fur, da viana var he veno, a ioa eun abardaesvez, en hanv, azezet var eul letonen e doug eur c’hleuz o sellet oc’h an heol o vont da guzet. An oabl a ioa digoumoul, hag ar guez, an deliou, ar geot, pep tra a ioa evel alaouret gant bannou an heol o para varnez-ho. Hag an