Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/497

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 481 —

c’hat ar barier, o c’hourc’hemen dezhan digas gantha he razouer hag he zizail, pe he wencle.

Pa voa digouezet, ar c’halif a ziskuezas dezhan eur vanden zoudardet a ioa eno bizier gantho en ho daouarn evit larda dezhan he gein hag he gostou, ma ne rea ket dioc’htu ar pez en doa prometet d’ar fagoder. O velet-se, ar barier a goezaz he veudig en he zorn, hag en em lakeaz, en eur grena, da ober he varo hag he gribel d’an azen. Cals saoun a rencas da gaout, ec’h ellit cridi, ha goaperez avoalc’h a glevaz epad ma rea he dam labour. N’oa ket re otus pa voue lezet da vont ac’hano. Ar fagoder en devoue eur zom ac’hant digant ar C’halif pehini a voue meulet ha trugareket gant an oll da veza discaret evelse fouge ha brabans ar barier faeüs.

————


Ar Barz ha Mevellou ar Roue
————

Eur barz en doa great eun nebeut guerziou evit meuli he roue.

Ar guerziou-ze a voue diskuezet d’ar prins ; plijout a rejont dezhan, hag e lakeas kemen ar barz d’he gaout evit lenn he unan he verziou dirazhan, hag epmar evit he zic’haoui mad euz ar boan en doa bet ;oc’h ho ober.

Ar barz a ia eta d’al lez d’an dervez merket dezhan. Hogen ne dear ket var eün bete cambr eur roue evel ma zer da di eur paour kez. Eno e caver gardou, mevellou, servicherien, tud a lez hag a zo red tremen dioutho avechou evit gallout mont beteg ar prins, hag a zo alies zoken muioc’h da ober gantho eget gant ar prins he unan. Ama an dud a lez a vouie evit petra e teue ar barz, ha n’o devoa douet ebet na vije paet mad he verziou dezhan. Ma en em lakejont da glask an tu da denna digant ar barz eul loden euz ar pez a vije roet dezhan.

Pa zigouezas potr ar guerziou e kichen an or borz e cavaz eno gardou hag a lavaras dezhan ne daje ket