Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/496

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 480 —

Pa voue dizamet al loen ; hag ar bas, e me ar barier ! ar bas zo coat hag evelse eo din ive, rak lavaret em eus : kement tam coat zo var an azen.

Ar fagoder souezet, a fell dezhan rebarbi ; mes Ali a ra d’he vevellou cas ar bas gantho, a ro he arc’hant d’ar fagoder, hag her bount er meaz euz an ti.

Ar fagoder a red da gaout ar C’hadi (ar gouarner) hogen al lezen a ioa en he enep, hag ar C’hadi ne ellaz ober netra evithan. Mont a reas neuze da gaout hema, da gaout hennont ; mes nicun ne elle terri al lezen evit he zicour. Erfin o veza cavet ar C’halif, (roue) he unan var ar ru, en em daolas d’he dreid hag e lavaras dezhan petra a ioa digouezet gantha. Ar C’halif a lavaras dezhan evel ar re all, ne alle ket terri al lezen, mes soubla a reas da lavaret dezhan en he scouarn eur ger bennak goustadig, hag ar fagoder a ieaz ac’hano laouen bras goude beza stouet teir guech bete’n douar.

Eun nebeut dcrveziou goude, ar fagoder en em gavaz adarre e kichen dor ar barier faeüs. Mont a ra en ti : Clevet em euz, emezhan, oac’h eur barier dispar, hag ez eus savet c’hoant ganhen da velet va baro troc’het ganeoc’h. Evit pegement e rafac’h va baro ha va c’hribel din-me ha d’am c’hamarad zo aze er meaz ? Ali, evit cas ar fagoder en he dro, a c’houlennaz eun dornat mad a arc’hant ; ar fagoder avad hen dalc’has dioc’htu e ger.

Setu eta ar barier otuz o kempen he varo hag he vleo d’ar fagoder. Pa voa echu : lavar d’as camarad dont, emezhan. Ar fagoder a ia da gerc’hat… he azen a ioa e toul an or. Ar barier en em laca da loskel leoudouet ha da lavaret ne voa netra c’hreat etrezho. Ar fagoder her gortoze eno. Redeg a ra da di ar c’halif, hag hema a gas dioc’htu tud da ger--