Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/495

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 479 —

pedet he berc’hen da gemeret lunedou adarre, hag en em gargo d’ho dougen keit ha ma caro.

Er bed-ma, evel a velomp, o deus dalc’h mad izom an eil euz egile, hag an traou otuz ha faeüz a vez discaret peurliesa hag a zigouez gantho aliez caout keus re zivezad.

————


Ar Barier, ar Fagoder hag an Azen
————

Guechall e voa e kær Bagdad eur barier dispar. Dornet mad oa, hag ar brud anezhan a ioa en em skignet tro var dro. Kementse a lakeas kement a fouge hag a vrabans enha, ma ne brije mui ober ho baro nemet d’ar re vras, d’an dud a reng huel. Pa deue re all d’he stal, e lakea he botred, he vevellou d’ho zouza.

Hogen eun dervez eur fagoder paour, a c’houneze he vouet o verza eun tam coat bennag ha ne vouie ket pebez brabanser oa Ali, (rag Ali a reat euz ar barier), a deuas da ginnigen dezhan eur zamik keuneut var gein eun azen. Ali ne brene morse ar pez en doa izom nemet a vraz, hag a ioa fae gantha prena keuneut evelse dioc’h ar zam. Evit eta rei kentel d’ar fagoder ha deski dezhan eur vech all da biou mont da ginnig he zammou keuneut setu hen o lavaret :

— Pegement da zamm keuneut ?

— Kement-ma.

— Din eo ; mes ive kement tam coat so var da azen a vezo din.

— Petra-ta, eme ar fagoder.