Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/492

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 476 —

avoalc’h e cavo din e vezo uzet da ael ha da rod, ha me a garfe e padfez keit ha me. N’em eus ket izom da gemeret kementse a brez na da gaout eur bern danvez evit beza eürus. Gant m’am bezo dillad mad da lacat en dro din ; dillad dister, mes goest d’am dioual oc’h ar goal amzer, gant m’am bezo eun tiik soul goudor evit an noz, eun tam bara du evidhon, evit va greg ha va bugale, me a vevo dizoursi, dizoursioc’h eget an aotronez vraz hag an oll dudchentil a velan o vont hag o tont dre an hent-ma.

Gouscoude m’am bije bet eun tamik muioc’h a zanvez evit am eus… ar vugale a vije bet savet ha scoliet guelloc’h ; va fried ha me on divije gallet en em zelc’her gant muioc’h a zoare… Mes bah ! perag en em staga oc’h madou an douar ? Evit beza ne ket bras va fae, n’eus ket manket c’hoaz a vara em zi, hag em eus gallet ato beteg hen caout bep sul va zam butun ha va banne chigoden. Ha biscoas va c’halon ne deo bet stag oc’h an danvez ; biscoas n’em eus bet avi oc’h an dud pinvidig, ha perag e teufen-me da gaout avi outho brema ?

Hogen, sell, petra zo erru aze adarre ? han ! eur vanden loenet. Marc’hadourien o deus credabl, baleet epad an noz. Setu aze c’hoas re all hag a gemer poan evit gounit arc’hant. An anter euz an amzer ne vezont e guele ebet. Me da viana a ell ato tremen an noz dibreder em hini. Em lochen baour hag etouez va zruillou ec’h ellan diskuiza va izili o c’hortos mont adarre antronos d’am labour. Guir eo, o va c’harrigel gez, n’em eus nemeur a dra. Ma ve red din diloja, ganes-te ha gant va divrec’h e casfen avoalc’h va oll danvez eus va lochen da eul lochen all. Daou vele guial, eur c’houfr, eun daol, eur pot houarn ha teir scaounik, setu va oll arrebeuri.