Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/493

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 477 —

Alo ! va c’harrigel, deomp adarre, rak deut eo ar mare da gregi el labour. Dek vloas zo emaomp bemdez var an hent-ma. Pet servich n’ec’h eus-te-ket rentet din ? pet guech outhe servichet din da gador da gemeret va zamik pred, ha da vele da ober va moreden ? pet guech n’out ket servichet da garros d’am bugale ? ha pa ho guelen o kemeret ho ebat ganhez, pa ho c’hleven o c’hoarzin hag o safarat ker mao ha ker gae, e sonjen e voant ken euruz hag ar vugale a dremen ama e carroziou caer.

Esper am euz e renti c’hoas servich din. Me ell chom da veza coz ; me ell beza mac’haniet, ha neuze em dougi ; ha ma ve red din mont da glask va bara, te am dougo ma ne allan ket bale, hag erfin goude va maro, ec’h alfez servichout da gas va c’horf d’ar vered.

Var gement-ma hor c’hantonier a grogaz adarre en he labour en eur vouscana, o c’hortos caout an dro da ober eur gaozeaden bennag all c’hoas gant he garrigel.

————


An daoulagad hag ar fri.
————

Doue en deus laket var drem pep den daou brenest a c’halvomp daoulagad, hag e creiz etrezho ho daou, eun tamik torgen hag a hanvomp fri. N’en deus ket roet avad d’an oll daoulagad ker sclear ha ker sclear, hag ar friou ive a zo aliez cals kem etre ho ment.

Evelse eur c’hanfard ha n’em eus ket izom da henvel en doa bet digant Doue eur re zaoulagad