Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/491

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 475 —

scouarn, ar re o deus digasset din he gomzou, n’o deus lavaret ger a gementse. Ar pez zo sur eo e voa helavar braz en deiz-ze. Setu ama-ta penauz e comze oc’h he garrigel :

O va c’harrigel baour, nag a blijadur am eus-me oc’h azeza varnout ! Eur roue var he dron ne gaf ket ker soubl ar plun hag an tapissou alaouret a laker dindanhan, evel ma cavan-me da blench p’am be laket va c’hroc’hen maout dindanhon. Ama, avechou mintin mad, avechou goude va meren, avechou pa vezan skuis, me a ra pennadouigou cousket, hag a zach bouilladou moget euz an tamik benvek-ma a ia ato d’am heul, hag a ve eur c’hlac’har evidon ma teufen d’he derri. Ama, moredet pe anter gousket, me a gleo an alc’hueder o sevel en ear, me a gleo ar goucou o cana, me a ra uvreou euz ar re vrava…

Sell, petra eo an trouz-ze a glevan ? Petra zo erru aze da gas va uvre-me kuit ? Ah ! eur c’harros caer ; avoalc’h a ia euz ar seurt-ze dre ama. Mont a reont evel an avel ; strinca a reont ar pri ouzoc’h en eur dremen ha te, va c’harrigel baour, ma na vijen ket bet eveziant, ma n’am bije ket kemeret a zoursi ac’hanout, pell a zo e vijes bet bruzunet gantho. Hogen ar re a zo enho, hag hi zo eurussoc’h egedonme ? Ne ouzon ket ; gouzout a ran couscoude e velan aliesoc’h a zen trist eget a zen laouen er c’harroziou alaouret-ze. An dud-ze o deus re a zanvez ha re a draou d’en em emel anezo evit ma c’helfent caout plijadur var an douar. An dud-ze o defe izom da veza d’ar memez heur e Kemper hag e Brest pe e Montroulez, pe zoken e Paris. Anat avoalc’h eo dioc’h ar prez a vez ato varnezho. Evidonme a gaf din em euz amzer avoalc’h ; ne garan ket, o va c’harrigel, ruilla ac’hanout re vuan. Abred