Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/447

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 431 —

e teuaz ganhen. En em zerc’hel a rean var evez gant aoun na dec’hje kuit, hag ive gant aoun na scoje gant ar picol penn baz a ioa en he zorn. Da noz e couskjomp an eil e kichen egile, pe kentoc’h, me reas neus da gousket, rak ne allis serra lagad. Antronoz da bardaez, pa dostajomp oc’h camp an Indianet, e velis va den o crena hag o chench liou ; gouscoude e teue ato d’am heul.

Diou vaouez, a ioa o testum geot en eur c’hoadig a dremenemp, en em lakeas da grial ha da dec’het, strafuillet oll oc’h hor guelet. Kerkent e savaz eur safar etouez oll dud ar meuriad. Va Indian neuze a zonjas tec’het. Eur boan vraz am boue o clask he zelc’her ; hogen ne zeuas ket eur gamed hirroc’h. Etre daou oll brezelourien ar veuriad o doa kemered ho goaregou, ho birou, ho fennou bizier, hag a ioa en em zestumet en dro deomp. Ar guel euz ho enebour en doa dihunet ho oll gounnar ha ne brometent netra vad. Eil pennat a reant ho bizier hag e reant ariezou ar re c’houesa hag ar re scrijusa. Couls lavaret em boa keus da veza digaset an torfetour-ze da gaout he genvreudeur, rak sonjal a rea din ne aljen ket he denna a dre ho daouarn. En em deleur a riz etre an Indian hag ar chaseourien hag en em lakis da ober rebechou d’ar c’habiten, o lavaret dezhan n’oa nemet eun trubard hag eur gaouiad. Ar c’homzou-ze eo ar re voassa a oufet da lavaret da eun den gouezha skei a rejonte calon ar c’habiten. Ober a reas sin gant he zorn, hag ar bouc’hilli a voue pleget. Neuze e teuas da gaout he enebour hag ec’h astennas dezhan he zorn evit diskuez oa pardonet. Dioc’h-tu an Indianet a blegas ho goafou pe ho lansou, a zizantellaz ho goareier, hag an torfetour a stouas teir guech d’an douar dirak Arrow-Raï, a grogaz en he droad hag