Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/446

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 430 —

penn baz o trei azioc’h va fenn ; n’em boue nemet an amzer da drei a gostez ; ar vaz o coeza a zistagaz eun tam dioc’h eur roc’hel a ioa eno hag a rogas din va zoudanen. Neuze e clascas tec’het kuit varzu he vag, hogen ne rois ket a amzer dezhan. Scoet neuze gant ar strafuil-ze a zant an dorfetourien-vraz, en em daolas d’an douar var he c’hinou oc’h va fidi da lezel gantha he vuez. Ober a ris dezhan sevel ha goude beza her briateet, e liviris dezhan :

— Deut oun d’as clask, ne ket evit da laza, mes evit digas dit da c’hras.

— N’eus gras ebet evidon-me mui, emezhan gant eur vouez pounner ; va enebourien a glask va roudou e guenoden ar venjans ; lemmet o deuz ho bouc’hilli oc’h mean-lemma ar gounnar, hag an drouk-sperejou a c’hortos va ene evit he zourmanti.

Neuze, goude beza sellet gant encrez en dro dezhan, e lavaras c’hoaz :

Gouzout a rez-te petra am eus great ?

— Her gouzout a ran ; hogen gouzout a ran ive e c’hell daelou ar binijen goalc’hi an oll dorfejou.

An Indian a hejaz he benn evel eun den ha ne gred ket.

— Bez keus d’as pec’het, hag ar Speret-braz her pardono, hag ouspen e c’hourc’hemenno d’as preudeur pardoni dit.

— Pardoni din ?.... Dilezet o deus relijion Jesus crucifiet evit gallout en em venji.

— En em drompla a rez. Deut int adarre da relijion Jesus. Gouzout a rez comzou ar zaeou du a zo comzou a virionez. Deus ganhen ; ne vezo great droug ebet dit.

Pell e vouen araok dont abenn anezhan. Doue gouscoude a roaz nerz avoalc’h d’am c’homzou, hag