Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/448

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 432 —

hen lakeas var he benn evit diskuez e felle dezhan beza sentuz iviziken, ha prest da ober ar pez a c’houlenjet digantha.

A neuze, pep casoni a voue tolet a gostez. Da noz e voue great eur fest evit lida an taol eurus-ze. Eun ours lazet gant an Indianet, a voue dispennet, poazet ha debret.

IV

Goude beza laket ar peoc’h e meuriad al Logod, goude beza bet an heur vad d’ho lacat var an hent eün, e chomiz eun nebeut derveziou en ho zouez. Neuze e voue red din mont adarre en hent, rag eur veach hir am oa da ober. An Indianet vad a deuas d’am diambrouk beteg ar penn pella euz ho douarou. Pa’z is da gimiada dioutho en eur rei dezho va bennoz araok mont var douarou meuriad ar C’hastor, an indian am oa great ar peoc’h etrez-han hag he vreudeur, a grogaz er pacadig a ioa ganhen hag hen lakeaz var he scoas.

— Ra lezo ar sae zu ac’hanon da vont d’he heul, emezhan.

— Ne ouzout-te ket, eme ve, pegement a skuisder as pezo, pe gen alies e vezi e danjer o tont d’am heul ?

— Da heuilla rin, emezhan, evel ma ra ar c’hi ar chaseour ; senti a rin var eur ger, var eur sin eus da zorn ; va breudeur o deus pardonet din ; me avad ne bardonin ket din va unan.

Setu tost da zeis vloaz abaoue m’en deus an den a velit aze astennet lavaret ar c’homzou-ze, hag abaoue biscoas n’eus clevet eur glemaden o tont euz he c’hinou, biscoas n’en deus debret nemet griziou ha bara du, biscoas n’en deuz efet nemet dour. Bemnoz, pe ger skuis bennag e ve, e sao evit pidi,