Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/433

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 417 —

dezo, a varvaz ive. Eun niz dezan a heritas eus he zanvez. O veza cavet etouez paperiou he eontr eur paper a verke en doa prestet pemp cant scoet d’al labourer ma on eus comzet anezan, an intanvez a voue galvet da renta cont a gementse. Mari a zisclerias dirag heritour Blez ha dirag ar barner ne dlie nemet daou c’hant lur var ar pemp cant scoet-ze, hag e devoa eur c’haier da ziskuez eleac’h ma voa merket an dra-ze gant Blez he unan.

Mes pa zeas da glasc he c’haier, n’her c’havas ket. Caer e devoue furchal, chench penn evit penn da gement a voa en he zi, ne gave caier ebet. Roet oue dizi eun derveziou bennag evit clasc c’hoas pissoc’h, mes ne gavas netra. Heritour Blez hag ar barner o velet kementse, a gredas e devoa clasket ho zrompla. Kemeret a rejont caz outhi, hag e voue condaonet da velet guerza he zi hag he zamic douar evit paea he dle, ha goudeze da vont gant he map eleac’h ma carje, da lavaret eo, var an douar noaz.

Me ho lez da zonjal pebez anken ha pebez calonad evit an intanvez paour ! Evel ma zoa Mari Argoat hag he fried, pa edo beo, tud honest bras ha caret gant ho amezeien, meur a hini a lavare penaus e tlie beza guir ar pez a lavare an intanvez, ha penauz heritour Blez a voa criz ha disleal Ar brud-ze a ieas beteg hema. Cridi a reas oa hi a lakea ar brud-ze da redec, hag en em hastas c’hoas muioc’h da lacat guerz varnizi.

Derc’hent ar verzidigez, da noz, edo ar vam geaz hag he mab ho daou en ti. O sonjal e rancje antronoz mont er meaz eus an ti-ze ep gouzout peleac’h mont, o sonjal petra deuje da veza gant ar potric paour-ze n’en devoa c’hoas nemet pemp pe c’huec’h vloas, ne alle ket miret da vouela, hag ar bugel o velet daelou he vam, a vouele ive.