Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/432

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 416 —

ebet ne voa serret outhan ; ar vugale a iea var he lerc’h da c’hoari ganthan. Canv a voue e kær Gubbio pa varvaz al loen-ze en devoa great kement a aoun dezho guechall. — Setu eno hag a ziskuez ar gallout en doa Sant Fransez dirag Doue, hag ar guel euz ar bleiz-ze deut da veza ken dizroug hag eun oan, a c’hounezas da Zoue calonou eun niver braz a bec’herien.

————


AR PREON GLAS.
————

Mari Argoat a voa chomet intanvez gant eur potric hanvet Per. He goas a voa eul labourer mad hag honest, hag en doa gounezet bara d’ar vam ha d’ar map divar bouez he zivrec’h. Deut oa zoken a benn da brena eun tiic hag eun tamik douar, hag e c’hespere beza eun deis en he æz. Evel n’en doa ket, cals a vanke, arc’hant avoalc’h da baea an ti hag an tam douar-ze, e voue red dezan presta. Eun tiec pinvidic hanvet Blez, a roas dezan pemp cant scoet evit paea ar perc’hen.

Al labourer a bae eul lodennik bep bloas eus ar pemp cant scoet, ha ne dlie mui nemet daou c’hant lur da Vlez pa deuas ar maro dezan. Dre ma pae eun dra bennag, Blez a verke ar pez en doa recevet var eur c’haier, hag ar c’haier-ze a jome etre daouarn al labourer pehini her c’huze ep ma vouie he c’hreg peleac’h. Gouzout a rea gouscoude ne voant mui dleour nemet a zaou c’hant lur.

Eun nebeudig goude m’e devoa Mari Argoat collet he fried, Blez, an hini en doa prestet arc’hant