Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/423

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 407 —

dioc’h he genbeacher. Mes hema a grogaz en he vreac’h hag hen dalc’has. Da velet ar bed, emezhan, omp deut. An dra-ze ne deo netra. Deomp ato ; c’hoaz a velimp.

An eil pardaezvez e tigouesjont e kichen eur gær. Glao braz a rea, ha gleb dour oant. Mont a rejont da skei var dor eun ti pinvidic. Perc’hen an ti a deuas da velet piou a voa, hag en em lakeas d’ho gourdrouz. Ne fellas ket dezhan ho lezel da vont en ti ; gouscoude dre druez outho e lavaras dezho tremen, mar carjent, an noz dindan an tamig toen pe disc’hlaven a voa a zioc’h an or, hag e roas dezho eun nebeut fa ne elle ket he vitizien ho dibri.

Dioc’h ar mintin, araog mont kuit, breur Providans a c’halvaz adarre mestr an ti, hen trugarekeaz hag a roas dezhan an tas arc’hant en doa kemeret divar goust al lean.

II

Pa voant eat ac’hano, tad Couer a lavaras d’egile :

— Pe seurt den oc’h-tu eta ? Petra, deac’h al lean a rea deomp guella ma c’helle, hag e laerac’h he das arc’hant ; henoz hema en deus great deomp evel a rer d’ar chas, hag e roit an tas dezhan !

— Deomp atao, eme vreur Providans ; c’hoaz a velimp.

An trede dervez e voent digemeret gant eun ozac’h coz pehini a ziskuezas dezho eul laouenidigez ar vrassa hag a roas dezho ar pep vella a gement a ioa en he di. D’ar roue n’en divije ket great guelloc’h digemer. An ozac’h-ze a voa intaon ; n’en doa nemet eur map, eur paotrig pevarzeg vloaz, coant, sentuz ha speredoc dreist.

Pa edont o vont kuit, breur Providans a lavaras d’an ozac’h coz ; list ho map coant da zont ganeomp