Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/422

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 406 —

netra. Mes pa voant eat en hent e cave abeg e kement a vele ; ne blije tam muioc’h an traou dezhan evit ar pez a vele en dro dezhan en he goat. An den iaouanc hen leze da c’hrosmolat. Goulen a reaz outhan gouscoude pe hano en doa :

— Me so antercant vloas so er c’hoat du-hont, hag a rer tad Couer ac’hanon.

— Ha me so va hano breur Providans, ha n’oun bet o chom e nep leac’h.

Hano ar breur ne blijas ket ken nebeut d’al lean coz ; hen he unan epken a gave hanvet mad.

Dont a reaz an noz hag al lean coz a voa skuiz bras. En em harpa a rea var breac’h an den iaouanc hag e couske en eur vont. Breur Providans hen dougas eun nebeut, ha pa zihunas, edont ehars dor ti eul lean eveldhan.

— Han ! eme tad Couer, ne ket bale mad a ran-me c’hoaz evit eur potr coz ?

Setu penaus e voue trugareket breur Providans evit he vadelez.

Al lean a jome el lochen-ze ho digemeraz hag a roas dezho da goania guella ma c’hellas. Al lean-ze a voa bet pinvidic araog en em denna eno da ober pinijen. Eus he oll zanvez n’en doa dalc’het nemet eun tas arc’hant da eva dour, hag eun tamig oa re stag he galon oc’h an tas-ze.

Antronoz, pa voant eat adarre en hent, breur Providans en em lakeas da c’hoarzin.

— Tad Couer, emezhan, ne ouzoc’h ket pe ger brao tro am eus-me great d’al lean mad hont ?

— Pe ger brao tro ?

— Ia, m’em eus laeret he das arc’hant. Sellit, setil-hen ama.

— Petra ! laerez eun den hag en deus hon digemeret ker mad ? ha tad Couer o sonjal tec’het kuit