Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/424

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 408 —

eur pennadig, gant aoun na fazifemp var hon hent pa vezimp eat er meaz a gear. An tad a lezas he vap da vont da ziskuez an hent dezho. Da vont er meaz a gær ez eat dre eur pont striz ; rag eur ster zoun a rede eharz he mogeriou. Digouezet eno, tad Couer a iea araog, ar potrig goude, ha breur Providans varlerc’h. Pa voant e creiz ar pont, breur Providans a grapaz er paotr hag hen strincaz en eun taol er ster. Neuze e criaz oc’h tad Couer pehini n’en doa guelet netra :

— Tad Couer ! tad Couer ! sellit-ta, ne velit-hu ket ar potrig-hont o veuzi ? Ar potrig a voa deut ganeomp eo.

— O va Doue, eme tad Couer strafuillet oll ! penaus eo coezet aze !

— Me eo am eus he stlapet.

Tad Couer a voue ker saouzanet, hag en devoue kement a eus, ma crene he oll izili. Cridi a reas neuze mad oa breur Providans an droug-speret, hag e clascas tec’het kuit. Mes breur Providans a grogaz adarre en he vreac’h hag hen dalc’has.

— Clevit, tad Couer, emezhan, na dit ket d’en em drompla. Ne ket an diaoul eo ez oun, mes sel ar Brovidans. Petra ! anter-cant vloaz zo emaoc’h er goueleac’h o sonjal e Doue, ha n’oo’h eus ket gallet compren perag e ran evel am eus great ! Me ne ran nemet seveni urziou an Aotrou Doue, hag an urziou-ze so ato leun a furnez. Mes c’hui gant ho sperejou ber ho c’haf alies diskiant. Doue en deus va digasset evit diskuez deoc’h eo c’hui so carget a follentez.

Perag em eus lamet he das arc’hant digant al lean mad-hont ? abalamour ma carie re an tas-ze. Great en doa al le da veza oll da Zoue, hag e talc’he eur c’hornig eus he galon evit he das. Brema