Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/415

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 399 —

« Va breur, ar bed a ia bemdez var he gement all. N’eus mui a zoujans Doue, ha pa na respeter ket Doue, ne respeter ket ken nebeut he zervicherien. Ama ez eus sonch da ober eur goal dro deoc’h. Deac’h pa o doa gouezet e voac’h ama, o deus comzet cals divar ho penn. Lod anezho a gemer ac’hanoc’h evit eur spier euz an Itali ; ha setu ama petra o deus sonch da ober : Varc’hoaz ez aint d’ar chase, hag e leveront ho cas gantho. Neuze ho lakaint da zevel var eur goal varc’h a zo aze en deus torret ho fenn da dri pe bevar den a zo bet diot avoalc’h evit sevel var he gein. Guelit petra oc’h eus da ober ; rak mar savit var ar marc’h-ze e collot sur ho puez.»

— Petra, eun diaoul eo ar marc’h-ze ?

— Evel a livirit, hag an hano zoken a zo roet dezhan.

— Mad, bennos Doue deoc’h evit hoc’h ali ; eun den aliet mad a dal daou. Me a velo peuaus da ober evit en em denna.

Antronoz e guirionez, setu an aotronez var dro ar breur Ian.

— He ! manac’h, sao buan, ha deuz alesse ganeomp da redeg ar c’haro hag ar moc’h gouez ?

— Aotronez, va list ama, me ho ped, evit hirio, rak skuis maro oun c’hoas.

— Bah ! an ear vad as tiskuizo ; ha neuze eur marc’h mad a vezo roet dit.

— Pa lavaran deoc’h, aotronez, n’emaoun ket e tro da vont d’hoc’h heul.

— Avoalc’h a zigareziou, manac’h ; ema ama ar marc’h oc’h da c’hedal, ha ni a rafe vad deomp caout eul lean en hor banden.

Red e voa-ta d’ar breur Ian senti ; digaset e voue ar goal varc’h ; hogen reiz avoalc’h e chome, hag ar manac’h a lavare outhan he unan : me laca oun