Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/416

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 400 —

bet var gein ker goaz hag hema. Hogen al loen-ze a ioa ar c’his ganthan chom reis ken na vije savet he zen var an dibr ; neuze avad en em lakea da c’hoari. Kerkent ha ma santaz ar manac’h var he gein, en em lakeas da lamet, da fringal, da glask gourvez, da zevel var he zaou droad adren, da rual, da zevel he benn adren en ear evel p’en divije c’hoant da vale var ar penn all. Mes breur Ian a ioa marc’heg avoalc’h, ha var he evez edo. Caer en devoa an diaoul ober orbidou ne c’helle ket he deleur d’an douar. O velet-se ar marc’h a ieaz a benn-herr da steki oc’h eur vezen, ha gant kement a gas ma voue tost dezhan en em flastra he unan. Breur Ian a zalc’he mad, hag a lakea he gentrou da c’hoari. Ar chaseourien a ioue, hag a ziskueze pegement a ebat o devoa o velet ar stourmad-ze etre ar manac’h hag he varc’h. Breur Ian, pa gave dezhan en doa troet ha distroet avoalc’h gant he varc’h, pa vouie ervad e voa trec’h dezhan, a ieaz ac’hano d’an daou lam ruz en eur grial oc’h ar chaseourien :

— Kenavezo, aotronez, mont a ran gantan diaoul ! Den ne deas var he lerc’h, rak gouzout a reant ne voa marc’h all ebet goest da heuilla an diaoul.

Breur Ian a reas pemzek leo dioc’htu ep divrida, ha goude beza lezet he varc’h eun heur pe ziou da ziskuiza ha da zibri eun tam bouet, e reas pemzek leo all hag e tigouezaz e Vien en dervez-ze.

Ama eo en em gavas nec’heta ar manac’h. C’hoant en doa da rei lizer ar Pap d’an impalaer en he zorn ; oc’h he rei da eur servicher pe da eun den a lez bennak, n’oa ket sur e vije great he gevridi. Hogen sur e felle dezhan beza e voa bet lennet al lizer gant ar prins he unan.

Setu eta breur Ian o vont da glasc lojeiz en eun ti paour bennag, evel ma zoa eur manac’h paour he