Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/414

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 398 —

a zigasas dezhan guelloc’h ; da c’hortoz avad en devoue eun tam poan benn.

An trede dervez abaoue ma edo cannad ar Pab eno, setu an Aotrou o tigouezout hag eur vanden chaseourien oc’h he heul.

En ti-ze, ker sioul en derveziou diaraog, e savas neuze freuz ha tousmac’h. Chas o chilpat hag o iudal, kezeg o c’hourichal, doriou o stracal, o serra hag o tigeri, mevellou o crial, o redeg du-ma du-hont ep gouzout pe du trei, ar chaseourien lod o sutal, lod o voudal gant ho c’herniel da c’hortos ma vije aozet eun tam bennak dezho ; asa eur safar da lacat da dregarni ar c’harter eul leo tro var dro.

Ar manac’h a jome sioul en he zanail, cuzet etouez ar foen. Gouzout avoalc’h a rea en doa afer eno oc’h laboused treud, potred daou bennog ha ne voant nemeur e chal na gant relijion na gant menec’h, ha ne vancjent ket da gemeret eun tam ebat bennak divar he goust pa voueschent edo eno.

Ha gouscoude, emezhan, ar gardian a vezo red mad dezhan lavaret d’he vestr en deus va lojet ama. Asa, perak n’oun-me ket eat ac’hann kentoc’h, daoust d’an oll boan am oa ! Hogen brema emaoun re zivezad. Ma carfent da viana va lezel e peoc’h ken n’ho devezo debret hag efet ho goalc’h, marteze goude pa vezo deut an noz e c’hellin en eur c’his bennag en em zacha. Alo, pedomp, pa na c’hellomp ober ken. Hag ar manac’h oc’h en em lakat da bidi calonek.

III

Breur Ian a ioa nec’het avoalc’h er sanail e touez ar foen. Pa en devoa gouscoude pedet eur pennad, e vianeaz he nec’hamant. Ar gardian, pa gavaz he dro, a deuas d’he gaout dre guz, hag a lavaras dezhan :