Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/408

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 392 —

— Ia sur, rag an dour ama zo doun, hag en divije va zavet panefe ma zeus pouez var va discoas.

— Guelet a rez, manac’hig, ha c’hoaz e poa c’hoant gina oc’h va c’hemeret var da chouk.

Ar forban, evel ma voa dies dezhan coms gant he gontellasen en he c’hinou, a grog enhi hag a ziscrog evelse euz a benn ar manac’h. Hema ne c’hortoze nemet an dra-ze.

— N’eus ket a arc’hant ganeoc’h, emezhan ?

— N’eus ket da viana kement hag am bije c’hoant ; n’emaoun ket gouscoude ep eur guennek bennak.

— Mad, breur, ni en urs Sant Fransez a zo difennet ouzomp dougen arc’hant, ha rak-se… Hag en eur lavaret ar ger rak-se e ra eun houpat, ha gant eun taol scoaz e stlap he zam en dour eleac’h m’oa dounna ar ster. Neuze en em daol da neun, hag eur momet goude edo var ar zeac’h en tu all.

P’en doa treuzet ar ster, e tistroas da velet peleac’h edo he gamarad. Ar forban a ioa o tispac’hat e creiz ar ster ; he fuzil, he goutellasen hag he dog houarn a vire outhan d’en em denna ac’hano. Ar manac’h n’en divije ket caret beza kiriek da varo eun den e giz ebet, hag a griaz outhan : Taolit ho sabren hag ho tog houarn, ha neuit a zoare.

Ar forban en doa c’hoant touet, mes n’en doa ket amzer da ober ; re en doa da ober oc’h en em zelc’her var c’horre an dour. Teleur a reaz he armou ha neuze en em lakeas da neun. Neuze ar manac’h a lavaras : « Kenavezo, breur, n’em eus ket a amzer da chom d’ho cortoz », hag hen ac’hano mar gouie araok m’oa deut ar forban beteg an douar.

III

Ar manac’h a vouie, pa en doa treuzet ar ster-ze, en em gave var douarou ha n’oa ket brao tremen