Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/407

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 391 —

— Ho sicour ? pebez sicour a oufen-me da renta deoc’h ?

— Me a zavo oc’h da chouk, en em lacai a c’haoillad var da ziscoaz, ha te am dougo en tu all.

— Petra, ne blich ket an dour deoc’h ?

— Nan, pa c’hellan mont er zeac’h ne dan morse en dour.

— C’hui zo pounnerik, ne c’hellin ket marteze ho tougen.

— Alo, manac’hik penn tous, lezomp an digareziou, ha sonj mad me ne vadinan morse.

Ar forban, ouspen he fuzil, a ioa ganthan eur pez contellasen. Epad ma comze, en doa he zennet hag he laket a dreuz en he c’hinou, hag hen da gripat oc’h choug ar manac’h. Hema a vele ervad e vije ber gant he benn baz d’en em zifen oc’h eun den armet evelse. Gouscoude e lavaras d’ar c’hanfard :

— Breur, me ne anavezan ket ar ster-ma, ha mar d’eo doun e c’helfemp beza beuzet hon daou.

— Manac’hik, n’em eus-me ket lavaret dit lezel da zigareziou ? Bale, ep chom da riotal, pe ar gontellasen-ma a ia da velet ha calet eo da benn.

Cannad ar Pap a velaz eta n’oa ket da c’hina, hag e voa ar mare da lavaret ar pez a glever aliez, e voa red neun pe veuzi. Pidi a ra Doue ha lacat he ene etre he zaouarn, hag e za en dour gant ar forban var he ziscoaz. Hema a zalc’he he fuzil gant he zorn cleiz, he gontellasen gant he zent, ha gant he zorn deou oa crog e penn ar manac’h.

Ar manac’h a deu eur zonch dezhan ; ma c’helfen he lacat da ziscregi eus va fenn ! Evit kementse setu hen o comz oc’h he zam :

— Breur, ne gretac’h ket pegement a vad a rit din aze var va chouk !

— Ia, ha ne ket-ta ?