Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/409

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 393 —

dreizho da eun den hag a gase liziri aberz ar Pap d’an impalaer. An douarou-ze a ioa da eun Escop laket eno gant an impalaer he unan ep otre ar Pap. Bez’ ez oa neuze en Allmagn eun escop bennag evelse, euz an noblans vrasa, da bere an impalaer a roe escoptiou euz he benn he unan ep ma vijent zoken lod anezho dindan an urziou. An hini ma tremene breur Ian dre he zouarou a reat an Aotrou Otto anezhan. Evit treuzi an douarou-ze buana ma c’helje, ar manac’h a valee en dra c’helle, hag evit miret na vije guelet gant cals tud, e valee en noz, hag en em denne e creiz an deiz en eur c’hoad bennak da gousket ha da ziskuiza. Caer en devoue gouscoude ne c’hellas ket miret da goeza etre daouarn an Aotrou Otto. Evel n’en doa evit boutou nemet eur soliou epken staget oc’h he dreid var bouez lerennou, he dreid a ioa deut da gignat, ha ker skuiz oa eat, ne c’helle mui bale. A hent all oa dare gant an naoun ha gant ar zec’het, rak ne gave nemeur a dra da zibri na da efa dre ma zea. Eun dervez-ta ma voa tom an heol da zevi, ha ma voa eat diners bras gant an domder, ar skuisder hag an dienez, e sonjaz e voa red dezhan mont da c’houlen repu en eun ti bennag, evit caout eno eun tam bouet aozet, hag ober eun ean a zoare en eur guele, da viana ma cave tud vad da rei digemer dezhan. Anez e vele ervad ne daje biken bete penn he veach.

Setu hen o velet eur maner a dost d’he hent, hag o vont da skei var dor ar maner-ze da c’houlen beza repuet. Hogen ar maner-ze dres a ioa d’an Aotrou Otto. An escob a ioa er maner, eur vanden aotronez euz he vignoned hag euz he gendere en dro dezhan. Ar manac’h kez, o clask tec’het araog ar bleiz, a iea d’en em deleur anezhan he unan etre he skilfou.

Breur Ian a zigouezas eta, ep he c’houzout, e