Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/403

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 387 —

Ar pevare Cardinal ne lavare ger ; ar Pab her pedas da rei ive he ali.

— Me a gaf din, Tad Santel, ne deus nicun mad euz an tri o deus comzet va c’henvreudeur anezho. Red e ve caout eur c’hannad hag a ve var eun dro kement a c’houlen an tri Cardinal, da lavaret eo, a ve goest, dioc’h ma ve izom, d’en em zifen dre an armou, da ziskuez sevenidigez eun den a lez ha da ober micher eur breur kesteur.

— Hag e peleac’h caout an den-ze ?

— Anaout a ran unan hag a zo goest mad a gement am eus lavaret. Ar breur Ian, a zo brema e couent sant Fransez e Perouz, en deus bevet er bed betek an oad a bemp bloaz ha tregont. Bet eo er vrezel eleac’h ma en em ganne evel eul leon ; carget eo bet a aferiou euz ar re ziesa, ha brema eo breur kesteur couls ha nicun. Ar Pab hag ar pevar Gardinal a roas raktal ho mouez d’ar breur Ian.

Eun derveziou bennak goude ar breur Ian a ioa o voalc’hi al loaiou hag ar scudellou en he gouent, pa deuaz eur manac’h d’he gaout da lavaret dezhan e voa kemennet da vont da gaout ar Pab, hag e c’hourc’hemennet dezhan mont dioc’htu.

Ar breur kez a voue ker sebezet o clevet ar c’helou-ze, ma loscas da goeza ar scudel a ioa ganthan etre he zaouarn. Ar scudel a voue torret, hag ar breur condaonet da zaou-ugent taol dissiplin. Goude beza kemeret an tamik frescadurez-ze en em lakeaz en hent evit mont da Rom.

« Breur Ian, eme ar Pap, clevet on eus comz euz ho puez devot hag ive euz ho ners calon pa edoc’h er bed. Clask a reomp enr c’hannad fur, courachus, douget evidomp, evit fiziout enhan liziri hag o deuz eun dalvoudegez vras. Hag otreal a rafac’h beza ar c’hannad-ze ? Ne guzomp ket ouzoc’h e vezo ho