Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/402

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 386 —

dinal, tud santel ha fur meurbet ; hag e lavaras dezho :

« Gouzout a rit pebez torfejou ha pebez sacrilachou a damaller d’hor map impalaer an Allmagn. Caset on eus dezhan tri gannad, ha nicun anezho n’en deus gallet rei hon liziri dezhan. Brema petra da ober ? Ha teleur a raimp-ni an anaouen varnezhan, pe clask a raimp c’hoaz an tu da rei dezhan da anaout hon aliou hag hor gourdrouzou.

Ar pevar Gardinal a voue ali e vije caset dezhan c’hoaz eur c’hannad. Mes peleac’h caout ar c’hannad-ze ? Ho fevar e lavarent e voa red caout eun den a zoujans Doue, douget evit an ilis santel hag evit ar Pap, eun den ha ne varc’hatche ket mar bije red scuilla he c’hoad evit ober mad he gevridi. Ha peleac’h caout eun den evelse ? Ama ar pevar Gardinal n’en em glevent mui.

« Tad Santel, eme ar c’henta Cardinal, me gaf din eo red choaz eur marc’hek cre ha caloneg, eun den goest d’en em zifen ma ve stourmet outhan en hent.»

« Me a gaf din, eme an eil Cardinal, e ve guelloc’h kemeret eun den fur ha goueziek, eun den hag en defe finesse evit dizelei ar pechou a c’helfe beza stignet dezhan en he veach.

« Me, eme an trede Cardinal, ne gredan ket e ve mad, nag eun den a vrezel, nag eun den a lez. Ar re-ze a denn re ar sell varnezho, hag ama on euz izom euz eur c’hannad ha ne evesaio den outhan. Me zonch din e ve guell kemeret eur manac’h, euz ar re zo boas da glask an aluzen, da gestal. Petra bennak ma zeo fall ar bed, e respeter gouscoude c’hoaz habit ar venac’h. Boaz oar d’ho guelet o vale dre ar vro ; ha piou, o velet eur manac’h a urs sant Fransez, o veva divar bara ha dour hag o vale diarc’hen, a zonjo e vezo eno eur c’hannad carget da gas liziri aberz ar Pap d’an impalaer ?