Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/404

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 388 —

puez var var oc’h ober ar gevridi a fell deomp da fiziout enhoc’h.

— Tad Santel, eme ar manac’h o stouet d’an douar, en em roet oun oll da Jesus-Christ ; c’hui eo he vikel ; gourc’hemennit ha me a zento.

— Mad, a lavaraz ar Pab, setu ar pez a c’hortozemp digant eun den sentuz eveldoc’h. Ho carga a reomp eta da gas eul lizer da impalaer an Allmagn. Ar gevridi-ze a dle beza dalc’het e cus. Ma ve anavezet, e colfac’h ho puez araok ma veac’h eat er meaz euz hor stadou. Evidoc’h da zelc’her cuzet ho kevridi, ez eus gouscoude cals danjerou oc’h ho cortoz en ho peach. An hentchou zo diez hag an dud a zo fallakr. Rei a reomp deoc’h an otre d’en em zifen dre an armou, ma ve red deoc’h hen ober. Evel ma zoc’h bet carget a afferiou er bed, e c’hellot en em zervichout euz ar finessaou a c’hellit da veza desket, gant na implijot morse na trubarderez, na geier, rag an dra-ze zo ato difennet. It, ha resevit hor bennos.

II

Tri dervez goude m’oa bet o caout ar Pap, breur Ian a ieaz en hent. Lizer ar Pap, scrifet var eun tam parch a c’hriaz e diabarz e scapuler, hag e reaz al le da rei he vuez kentoc’h eget discregi euz al lizer-ze.

Ne zigouezas netra ganthan keit ha ma valeas var douar an Itali. Lod a c’houlenne diganthan he vennos ; lod all a daole mein outhan. Avechou e cave eur guele da gousket enhan, aliesoc’h e couske dindan bolz an Env. Tom e voue dezhan, riou en devoue ive ; red e voue dezhan iun aliesoc’h eget na voa gourc’hemennet dre he urs.

Hogen breur Ian ne voa ket eat da vanac’h evit clask he blijadur ; hag evel ma voa he goustians e