Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/395

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 379 —

vezez ket ? Mad am oa great coms buan, rag e zeat da denna varnhon. Caset e vouen da gaout ar jeneral Bonchamps, rei a ris dezhan va lizer, hag e liviris dezhan ar pez a ioa digouezet ganhen.

— Eun den out, craban dir ! emezhan ; hag e pocas din ! Dek leo am boa great, ha va divesker a c’houlenne eana. Hogen neuze e tebriz hag ec’h efis va goalc’h hag e couskis epad an deis. Pa voa deut an noz e teuiz en dro da zigas respont ar jeneral. Sonjal a rea din em bije eur goal daol bennak da ober adarre ; mes n’em boue ket. Tad ar victor hag he botred o doa great d’ar re c’hlaz skarza euz al leac’h ma edont. Digouezout a ris gant va mignonet cals kentoc’h eget na zonjen.

Tad ar victor, pa em boue discleriet dezhan penauz em boa great he grevidi, a lavaras din ive evel ar jeneral :

— Eur goaz out, Ian Bodbalan, hag hanvet mad out craban dir ! hag e pocas din ive.

An daou bok-ze eo, a gaf din, caera recompans am eus bet em buez.

III

— Ian Bodbalan contit deomp pebez taol a rejoc’h e Sant Dominek, eme ar vanden a ioa o silaou ar brezelour coz.

— Mad, clevit, eme graban-dir ; an dra-ma a zigoueze daou vis goude an taol am oa great e Sant Ian. Ar zænt o deus bet ato ho lod e kement am eus great ; anez me voar vad n’em bije ket gallet en em denna evel ma zoun en em dennet. An taol am oa great e Sant Ian en doa roet brud din. An aotrou Boassier am galve he vreac’h deou ; ar pez n’oa ket nebeut a dra, rag hennez n’oa ket eas plega he vreac’h dezhan :