Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/394

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 378 —

Ar ger mad am oa clevet. Ar zoudart ne lavaras ger ; ha me a c’houlennaz outhan :

— Netra a nevez ?

— Netra, nemet em eus clevet bremaik eun tamik trous varzu duhont ; hag e tiskueze din an hent ma voan deut dreizhan.

— N’em euz guelet den, eme ve, mes laca evez, rag al lamponet-ze n’eus ket da fiziout enho.

— Bezit dizoursi, araok ma teuint tost din-me ! Me ho anavez dioc’h ar c’hoez.

— Mil bomb ! me zo dare da vervel gant ar sec’hed.

— Ofiser, setu aze va c’hocoen.

Efa a ris diou c’houzougad guin ardant ; ar pez a roas buez din, rag eat oan diners.

— Bennos Doue, camarad, ha noz vad.

— Noz vad, va ofiser.

Me a ioa fouge enhon o vont ac’hano, hag a c’hoarze dindan va mourrou. Vardro eun dek goard all a gaviz evelse, oll em lesjont da dremen gant va ger : Salo eo ar Republik.

Ia, ma o divije gouezet, ne ket me da viana eo a vije bet salo. Muia aoun am boa neuze eo na vije deut an deiz araok ma vijen digouezet e penn va beach, rag anavezet e vijen bet marteze dindan dillad an ofiser. Hogen dont a riz abenn euz va zaol, ha va c’hrevidi a voue great evel m’en doa lavaret din tad ar victor.

Digouezet e lost lenn ar c’hastel coz, en em guziz etouez ar raoz, evel a ioa lavaret din. Neuze gant va boz ha va ginou e ris seis guech hou ! hou ! hou ! cri ar gaouen.

Ar botred n’edont ket pell, kerkent ho c’hleviz o tont hag ar c’henta am guelaz, a lavaras :

— Evez ! eur glas !

— Eur glaz ? Jakez ar Faouet, eme ve, n’em ana-