Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/396

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 380 —

Setu hen-ta, eun dervez ma edomp e Mezier, o tont d’am c’haout hag o lavaret din :

— Craban-dir, ober a rafez eur blijadur evidhon ?

— Ia, ha cant ive, mar galfen.

— Ama evelse e c’helfez marteze rei da groc’hen.

— Me hen diouallo mar gellan.

— Kleo, an aotrou Bonchamps zo du-ze e tu Sant Dominek, vardro eun anterleo dioc’h Pleugueneuc.

— Oh ! gouzout a ran.

— Ia, mes ne ouzout ket marteze ema ar re c’hlaz e Sant Dominek.

— Me ne ran fors anezho. Pet int ?

— Tri bataillon.

— Bah !… hag eo red staga dezho.

— Ne ket an dra-ze eo.

— Petra-ta ? ober adarre evel e Sant Ian ?

— Ia, eun dra bennag evelse. Lavaret em eus d’ar jeneral e kemenjen dezhan peur e tigoesjemp e Tenteniak, hag e cargan ac’hanout euz ar grevidize.

— Mad, tad ar victor, mont a ran.

— Gortos ta ; lavaret em eus dezhan ive, mar bijemp ama sicour vad, e velje varc’hoas vintin eur pavillon guenn e bek tour Sant Dominek.

— Hag e fell deoc’h e stakfen ar pavillon ?

— Evel ma leverez.

— Digasit-hen din.

— Setu-hen ama ; ne roan ket an troad dit.

— Ne dal ket ar boan ; beg an tour zo eun troad mad avoalc’h.

— Kenavezo, ha chans vad dit.

— Kenavezo, va c’habiten.

Plega a riz ar pavillon hag hen lakiz em bruched, hag an hini a vije deut da glask he gaout ac’hano en divije bet va c’hroc’hen kentoc’h. Setu me ta en hent. Ar c’harter oll a ioa goloet a re c’hlaz. Araog,