Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/389

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 373 —

Bertrom a zavas da vont da zigeri, hag e c’hrosmole en eur vont : Charlo, Charlo, eun dra bennag a guzez ouzin. Eun dra bennag a zo dindan…

— Dindan an daol, eme Charlo ? Oh ! n’eus netra. Ar brigadier oa a ioa eno gant he bevar archer. Baleet o doa a dreuz hag a hed dre ar c’hoad, ha brema o doa paket eur gempen dioc’h ar bar arneu. Ober a rejont rebechou da Charlo da veza ho zromplet.

— C’hui, eme Charlo, o poa lavaret kement a draou dinme divar benn dillad guer, elgez faout, ha neuze me ne ouzon ket petra. M’em eus lavaret deoc’h ar pez a deue em penn kentoc’h eget beza chadennet ganeoc’h ha casset d’ar prizon.

An archerien, goude beza great eun domaden, en em dennaz ha neuze Charlo a anzavaz oc’h he dad ar pez en devoa great. Bertrom a gavas mad ar pez en devoa great he vap ; nec’het oa avad o clask gouzout penauz e saveteje an dudchentil-ze. Antronoz avad e vouent dinec’het oll. Mignon an dijentil a zigouezaz, ha gantha gras he vignon. Hema neuze en em gargaz euz ar bugel ijinuz ; he lacat a reas da studia, ha Charlo a deuas da veza eur medesin goueziek, hag eur c’hristen mad.

————


Ian Bodbalan.
————
I

Epad an nosveziou hir euz ar goanv, er beilladegou-ze a velet guech all ker stank var ar meaz hag a zo eat brema couls lavaret ar c’hiz anezho en he dro, unan euz ar brasa plijadurezou a gavet oa cle-