Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/390

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 374 —

vet ar re goz o oonta an taoliou o doa great pe guelet re all oc’h ober. Ian Bodbalan a ioa unan euz ar re goz-ze en doa guelet aleiz a draou, freuz, dispac’h, brezeliou, hag he blijadur oa conta he istoriou d’ar re iaouang evit deski dezho petra a ioa tremenet eun nebeut bloaveziou diaraok.

An hini en deus scrifet kement ma en em gavaz eun nosvez d’he zilaou, en eur c’hranch pe eur c’hardi eleac’h m’az oa en em zestumet eun antercant den bennag evit ar veilladek. Ar breizad coz en doa neuze tremen pevar ugent vloas, mes ker cre oa c’hoaz ha ker sounn var he ilizi hag eun den triugent vloas. Bet oa o stourm oc’h ar re c’hlaz, ha stourm a rea ker mad ma voue leshanvet craban dir.

En nosvez ma comzomp anezhi, unan bennag a lavaras dezhan :

— Ian Bodbalan, contit deomp eun taol caer a rejoc’h e Sant-Ian !

— Gant plijadur ; ia, hennez zo eun taol hag a verit e ve comzet anezhan.

Eun abardaesvez-ta, an aotrou Boasier a lavaras din evelen :

— Craban-dir, me’m euz izom ac’hanout ; sell, kea dioc’h-tu da gas al lizer-ze ; ne ket eur gevridi eas da ober, me gaf din gouscoude te he graio.

Bennos Doue deoc’h, tad ar Victor, (evelse eo e c’halvemp an aotrou Boasier) ; roit din ho lizer ma’z in dioc’htu ; ha me o vont kuit.

— Gortos-ta, n’em eus ket lavaret dit peleac’h ec’h eus da vont.

— Guir eo. Da biou eo al lizer ?

— D’ar jeneral Bonchamps.

— E peleac’h her c’havin-me ?

— Er meziou, etre Romagn ha Foujer. Pa vezi