Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/388

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 372 —

loiz aour a ginniger d’an hini hen lacai etre daouarn ar justis, beo pe varo.

— Oh va Doue ! va Doue ! ha ma her c’hafac’h neuze, va zad ?

— Petra, marmous, sonjal a ra dide ez afen-me da verza goad va nessa ? biken.

Ar c’homzou diveza-ma a reaz eur blijadur vras da Charlo.

Hogen me ho les da zonjal pebez nec’hamant a dlie an Aotrou hag an Itron da gaout ebarz en trap, rak ac’hano e clevent ar pez a lavare Bertrom hag he vap. N’o doa ket a c’hoant d’en em rei da anaout d’an tad, ha dalc’h mad e crenent gant an aon na vijent discuillet pe gant Charlo pe gant ho bugel ho unan.

Abann eur pennad an tad a lavaras adarre :

— Asa, Charlo, me vel ac’hanout aze o sonjal, o sonjal e petra emaout-te ?

— Petra fell deoc’h, va zad…, ar glao, an avel, ar gurun....

— Oh ! ato em euz aoun raz’ho.

— Petra, bara ha frouez a roez d’as ki dindan an daol ?

Charlo n’en devoue ket a amzer da respont, tud a ioa adarre o skeï var an or.

— Marteze, eme an tad, an archerien o clask an torfetour.

— Oh ! va zad, ne zigoromp ket !

— Nan, marteze ! mar d’eo an archerien int, ar reze a vouezo brao divarc’ha an or. Kea buan da zigeri.

— Ne allan ket mont, va zad. Me zo crog ar c’hlaz em zreid, ha n’oun ket goest da ober eur gamet. Ar bugel bihan eo a ioa crog en he zivesker, ha ne alle ket en em zizober anezhan.