Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/387

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 371 —

a gemere d’ar bugel Herri a ioa cuzet gantha en eur c’horn dindan an daol.

Bertrom, pa n’en deveze den all ebet da savarat outhan, a garie savarat oc’h he vap pehini, evel on eus guelet, en doa skiant avoalc’h evit he oad. Setu hen o lavaret :

— Ne ouzout ket, Charlo, eun torfetour bras zo var ar meneziou, a leverer.

— Eun torfetour ? eme ar bugel. Eun torfetour ha ne deo ket eun den hag en deus great eur goal daol bennak !

— Ia, petra-ta sur, diodik.

— Petra en deus great, laerez, pe laza !

— Oh, n’en deus ket. Tamal a rer dezhan euz an traou-ze ha ne ellomp da gompren na te, na me. Lavaret a rer ez eo eun den a reng huel, ez eo den a zoare, mad d’ar paour, en deuz eur mignon ellez hag a boagn da ziskuez eo divlam, hogen asta afo a ell, rak mar bez paket…

— Petra vezo great dezhan ?

— Troc’ha he benn divar he chouk, na petra-ta.

Charlo a voue ker strafuillet o clevet kementse, ma loscaz he veren da goeza euz he zorn d’an douar.

— Da ziot ez ez, Charlo, eme an tad ; setu aze torret da veren ganhez.

— O va vad, troc’ha he benn da eun den eo he laza, hag an dra-ze zo scrijus da glevet.

— Guir eo, va map. Mad, p’eo guir e tiskuezez calon vad, ne c’hourdrouzin ket ac’hanout abalamour d’as kueren torret.

— Ha ne ket, va zad, ma helfac’h, e savetefac’h an Aotrou ker-ze ?

— Me garfe avad gallout hen ober, petra bennak ne ket brao lacat he fri e traou evelse. Daou c’hant