Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/381

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 365 —

— Na livirit da zen !

— Ne livirin ket zoken d’am zad, eme Charlo.

— Oh ! ma lavarfac’h, e lakeot ac’hanon da goll va buez, me hag ar bugel paour-ma.

Charlo a ziblasaz ar c’heuneut, a zigoras buan an trap, hag an divroad a ellaz en em guzet en eun tamik cao a voa eno. Goude beza taolet adarre ar c’heuneut var an trap, ar bugel a deuas d’an or etre he c’havr hag he gi.

II

An den estren-ze cuzet gant Charlo a ioa eun den a reng huel, tamallet ha condaonet evit eun torfet ha n’en doa ket great, hag evit ne vije ket croget enhan, e voa en em laket da dec’het gant he c’hreg hag he vap. En eur c’harroz o doa comanset ho zec’haden ; hogen o veza chomet da zibri eun tam bouet en eun hostaliri, an archerien deut var ho lerc’h, ho c’havaz eno. An aotrou a grogaz en he vugel hag a dec’has gantha, he bried avad ne vouie ket peleac’h e voa chomet. Ne zonje ket zoken enhi pa’z eaz euz an hostaliri dre eun or adren, hag en em lakeas da redek muia ma c’halle. Evelse eo e tigouezaz e lochen Charlo, ha brema edo adarre an archerien var he zeuliou.

Ar bugel-ta, o veza cuzet an aotrou hag he vap, ha deut da zor he lochen, en em lakeas da gana evit rei da gridi d’an archerien ne voa netra oc’h ober nec’h dezhan. Ar re-ma a voa pevar anezho, hag ar c’henta anezho a lavaras da Charlo :

— Eh ! paotrik, petra a rez-te aze ?

— Ne velit-hu ket ? Emaoun o cana. Ober a ran lit d’am c’hi, ha neuze e tescan d’am gavrik rei taoliou corn.

— Kenteliou brao avad a roez dezhi !