Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/380

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 364 —

ganen leaz, fourmach, bara ha frouez. Mar oc’h eus naon, mar kirit me roio deoc’h.

— Peder heur varnugent zo, va bugel, n’on eus bet tam, na va map na me.

Charlo a ieas da gerc’hat kement en devoa, hag a lavare d’ar bugel : debrit, debrit, aotrou bihan, me am bezo avoalc’h c’hoas.

An divroad hag he vabig a zebras c’hoek, rak naoun o devoa. Goudeze, pa o devoa great eur pennadig ean, an aotrou a ginnigaz eur pez aour da Charlo, hag a iea da vont adarre en hent. — Ne gemerin ket, a lavaraz ar bugel. Me ve scandalet gant va zad, rak lavaret en deus din meur a vech : Va map, gra vad pa elli, ha ne c’hortos morse caout netra evit ar vad a ri.

Epad ma comzent evelse,e clefjont trouz. An divroad a deuas guenn evel he roched, hag a c’houlennas :

— Petra eo an trouz-ze ?

— An archerien, me voar vad, eme Charlo, ho zi a zo ama e kichen.

— Archerien, eme an divroad ? It da velet, va bugel, it da velet.

Charlo a ieaz en eur redaden da velet petra voa, hag a zistroas ker buan all, en eur lavaret : ne deo netra ; nao pe zeg archer a zo aze oc’h ober ho zro. Bremaig emaint ama. Guelet em euz anezho var ar menez, ha dre ama ema ho hent.

— O va Doue, a lavaraz an divroad, ar re-ze a glask va buez, ha me n’em eus great torfet ebet. Va bugel, en han’-Doue, cuzit ac’hanon.

Charlo a voue souezet o clevet kementse. Gouscoude ne varc’hatas ket. Cregi a reaz e dorn an divroad, hag e tiskuezas dezhan eun trap a ioa el lochen e kichen an oaled adren eur bern keuneut. « It buan aze, emezhan, rag emahint erru. »