Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/382

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 366 —

— Red eo deski dezhi en em zifen oc’h ar re a glaskfe ober drouk dezhi.

— Cleo-ta, n’ec’h eus-te ket guelet… ?

— N’em eus guelet netra.

— N’em eus ket lavaret dit choas petra a c’houlennen as poa guelet. N’eus ket tremenet dre ama eun den… gortoz… Setu ama var eur paper pebez doare den eo… Eun den hag en deus pemp troatad, vardro tregont vloas, sounn he benn ganthan, baleer diroufen, bleo du. daoulagad du ha bras, malvennou du, elgez rond. guenn en he liou, ginou crenn ; gantha eur bragou glaz, eur zae guer, botinezou bihan ; eur vouez vad dezhan…

— Oh ! oh ! eme Charlo, en eur ober eun abaden c’hoarzin, penauz em befe-me guelet kement all a dud hag a draou ; bleo glas, boutou guer, elgez faout…

— Potrig, eme an archer, hag ober goab ac’hanonme a fell dit. Camaradet, greomp ar pez a dliemp beza great dioustu ; guelomp petra zo el lochen-ma. Ah goal botr, chench a rez liou.

— Oh ia, mes…

— Mes petra ?

— Aze ema va bara, ha kement en deus lezet va zad ganhen bete ma teui en dro.

— Glaourenneg, evit laeron e kemerez ac’hanomp-ni ?

— Oh ne ran ket, me voar erfad c’hui zo archerien.

An archerien a ieaz el lochen, a zellaz oc’h kement corn a ioa enho. Charlo a voue tost dezhan abenn diou vech en em drahissa he unan ; ne alle ket miret da zellet oc’h an toullat keuneut, ha pa ho guelas o vont kuit ep beza dizoloet an trap, e tiskuezas re a blijadur, ar pez a rea d’ar brigadier cridi e cuze