Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/376

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 360 —

Divar greis va c’housk, e santiz eun dra bennag o starda var va gouzouk. Anter zihun e casis va dorn d’am gouzoug, hag e crogiz en eun dra bennag ien ha leiz ; eur zarpant a ioa eu em droidelled en dro d’am gouzouk, unan euz ar zarpanted-ze a veler stang e Borneo, o deus bete pemzeg ha zoken beteg ugent troatad hed, a voar en em droidellat en dro da gorf al loenet, a stard varnezho bete bruzuna ho eskern, hag ho long en eur pez goude ho beza kempennet dioc’h ho giz. Asa, ne choulennan ket e tigouese gant nicun ac’hanoc’h dougen eun hevelep mouchouer gouzouk !

Cridi a c’hellit oan dihunet mad neuze. Guelet a rean va zarpant o sevel he benn a zioc’h va hini, hag o sutal, ha ne velen nemet ar maro a bep tu din ; ar maro dioc’htu ma save droug em c’hamarad-guele, ar maro antronoz vintin digant va igoloted var bez ho c’habiten ; ne vouien ket pehini euz an daou varo-ze oa ar guella din da gaout.

— Cabiten, ha ne zonjac’h ket e Doue eun nebeut neuze ive ? ha ne zonjac’h ket ober eur beden bennak ?

— Bagas !eo sonjal avoalc’h. Ni etrezomp martolodet ne bedomp ket alies mes pa bedomp e pedomp c’hoek. Petra bennak ne velen nemet ar maro dirazhon, em boa c’hoant, er stus ma edon, da asten va buez hirra ma c’haljen, hag e peden calonek Doue hag ar Verc’hez, hag e chomen ep finval, rak m’am bije laket droug em zarpant, oa great va zro.

Etre daou an deiz a deue, hag e cleven va moricoted, pe da viana ho merc’hed o pilat sagou evit ober eur banket e pehini me, ep mar, a dlie beza ar rost.

— Asa, e guirioriez, cabiten, peadra a ioa eno da lacat ho pleo da venna en eun taol, rak clevet em euz