Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/375

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 359 —

cals muioc’h eget o doa great re ar geriaden all, ha pa veljont corf ho c’habiten var eur c’hravas en em lakejont da iudal, da ober safar ha da zellet ouzin gant kement a gounnar ma sonjiz oa deut va heur diveza hag e zeant d’am dispeun e beo.

N’em boue gouscoude digantho nemet eun taol bennag ; ar re a ioa carget ac’hanon hed an hent am c’hassas da unan eus al lochennou. Azioc’h al lochen-ze e zoa eur picol guezen carget a frouez, ia mes frouez hag a ioa ar guel anezho goest da lacat ar bleo da zevel var benn eun den, hag he zent da stracai gant ar spont. Oc’h pep scour ez oa stroilladou pennou tud, lod c’hoas goadek, lod all dizec’het ha guennet gant ar glao, hag ho c’hlevet o stracal an eil oc’h egile, dre ma teue eur sourrat avel bennak da c’hoeza varnezho.

E creiz al lochen ez oa eur peul, eun dronjen vezen ; oc’h hennez e vouen staget gant chadennou. Em c’hichen, var an douar, e voue laket eur gocoen, dour enhi, hag eun delien varnezhi eun nebeut bleud sagou.

N’oa ket druz al lib-he-bao ; guelloc’h e vije bet ganhen caout keusteuren keginer al Louarn ; hogen n’em boa ket da choaz, hag, a lavaren, ne rin nemet mervel, ha ne dal ket ar boan din delc’her naoun pa c’hellan he derri. Epad ma rean va fred, e cleven va igoloted o iouc’hal, o cana, o tansal en dro da gorf ho c’habiten. Pa lavaran cana, c’hui vel ervad e fell din comz euz eur safar goasoc’h eget a rafe drouk-sperejou.

Pa’m boa debret va bleud hag efet eur banne dour, ar pez n’oa ket padet pell, setu me oc’h en em asten var an douar kement ha ma leze va chadennou ac’hanon d’hen ober, ha ker skuiz oan ma en em rois da gousket.