Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/377

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 361 —

ez eus bet guelet tud, hag hi iaouang, ho bleo o tont da veza guenn en eur pennad nosvez pa zigoueze gantho eur strafuilladen bennag evelse.

— Va bleo, bagas ! a ioa abenn antronos ker guenn ha lin.

— Neuze-ta, cabiten, e tougit perruken brema ?

— Ne ran ket. Abaoue eo bet croget an derzien velen enhon en unan euz ar beachou am eus great d’ar broiou tom, hag e voue tost din adarre serra va lagad evit mad. Hogen an derzien milliget-ze, ma lezas va buez ganhen ne lezas ket eur vleven var va fenn ; he lacat a reas ker moal hag eun irvinen. Pa voan pare avad e savas bleo din adarre, ha va bleo a zavas du evel ma voant em iaouankiz hag evel m’ho guelit c’hoaz hirio.

— Mall on eus, cabiten, da glevet penauz en em denjoc’h euz ar stad-ze e pehini nebeut a dud o divije bet avi ouzoc’h.

— Tron-de-Ler, va zarpant eo a zaveteas va buez din.

— Ia ? petra, lonca a reaz oll ar voricoted d’he zijuni ?

— Ne reas ket ; hen eo a voue lonket gantho.

— Ha c’hui a voue espernet neuze a benn eur vech all ?

— Mar kirit va lezel da zibuna va c’huden, e vouesot penauz e zeaz ar stal ; mes ma rouenvit a enep ar stur, ne dai ket ar vag eleac’h ma zeus c’hoant e zafe.

— Ia, ia, cabiten, dalc’hit mad d’ar stur ; ger ebet mui ken na vo deut ar mare da deleur an heor.

— Neuze-ta, p’oa deut an deis, setu me o clevet dor va lochen o tigeri goustadig, hag e veliz eur verc’hig oc’h asten he fenn dre voask an nor anter zigor evit sellet ouzin. Mes pa velas pebez mouchouer a ioa en dro d’am gouzouk, e loscaz eur iouc’haden,

21